Jules Bianchi

Jules Bianchi
Jules Bianchi e 2009
Bro Bro-C'hall Bro-C'hall
Deiziadoù 3 a viz Eost 1989- 17 a viz Gouhere 2015
Kevezadeg bed ar Formulenn 1
Niverenn 17
Bloavezhioù
o redek
abaoe 2013
Skipailhoù Marussia (abaoe 2013)
Prizioù Bras 19
Trec'hioù 0
Plasoù pol 0
Podiomoù 0
Titloù N'eus ket

Ur blenier gall eo Jules Bianchi, bet ganet d'an 3 a viz Eost 1989 e Nisa, Okitania, Bro-C'hall, ha marvet er memes kêr d'ar 17 a viz Gouhere 2015 da heul ur gwallzarvoud c'hoarvezet e-kerzh Priz Bras kirri Japan e miz Here 2014, hag a rede e Formulenn 1 gant Marussia e 2013. Kampion 2009 e F3 Euroseries e oa ivez, ha redet en doa e GP2 Series hag e World Series by Renault el lec'h ma stourme evit bezañ kampion, hep trec'hiñ avat. Niz-bihan ar blenier Lucien Bianchi eo.

Gortozet e oa evit dont da vezañ blenier Force India el lec'h m'en deus graet ur bloavezh evel trede blenier met anvet eo bet blenier e Marussia e plas Luiz Razzia.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search